blason de Brezal

Ur ger e brezhoneg

accueil

T A O L E N N

Raklavar
Diwar-benn implij ar brezhoneg e Pont-Krist
  1. Stumm brezhoneg Pont-Krist
  2. Heklev ar brezhoneg eus ar bloavezhio¨ tremenet : yezh ar bobl
  3. Yezh an nobla˝s hag ar vourc'hizien
  4. Ar brezhoneg en diello¨ kozh
  5. Geriadur Brezal
  6. Ar yezh keltiek a-raok ar brezhoneg
Gouel "Al Liamm" e Kastell Brezal
Notenno¨

 

Raklavar

 

Ha dereat e vefe konta˝ istor Pont-Krist e galleg penn-da-benn ? Tra ma veze ar brezhoneg yezh an annezidi (pe an darn vuia˝ anezho) abaoe an derou, da lared e', eus krouidigezh ar gŕriadenn betek ar bloavezhio¨ 1960 ha pelloc'h zoken evit hini pe hini, sur-mat. Dereat ? Ne gredan ket !

Daoust hag e vijen bet barrek a-walc'h da skriva˝ anezha˝ en e bezh e yezh ar vro ? Daoust hag e vije bet lennet gant kalz a lennerien ? Ne gredan ket kennebeut !
Hag ivez, e meur a bennad, e vije bet merglet an destenn gant takenno¨ an notenno¨ gallek tennet eus ar skrido¨ kozh. Ne felle ken din saotra˝ yezh va zud kozh gant ur meskaj lous.

Setu perag, divizet em eus ober un nebeud pajenno¨ e brezhoneg nemetken. Setu an hini genta˝.
 

 

Diwar-benn implij ar brezhoneg e Pont-Krist

 

Kartenn bro Chelguen1 - Stumm brezhoneg Pont-Krist

Emaomp e Bro-Chelgenn. Setu perak yezh Pont-Krist a zo diazezet war perzhio¨ rannyezh Bro-Leon. Dre vras, e vez komzet ur seurt leoneg gant stummo¨ berr, e distagadur etre al leoneg boutin, gant stummo¨ hir, hag ar rannyezho¨ Kerne, gant stummo¨ berraetoc'h c'hoazh. An arouez anata˝ eus ar brezhoneg chelgenn a zo an diouer a stummo¨ "ea" gant lizherenno¨ eilpennet, stummo¨ hag a zo arouezenn peurrest ar Vro-Leon. (1) Da skouer, va zad ha va mamm (genidik, gwir eo, eus Lambaol ha Gwimilio) hag an amezeien e Pont-Krist a lare "laezh" pe "laezh-ribot", tra ma tistage va mamm-gaer (genidik eus Ploueskad) "leazh".
 

Kumunio¨ Bro-Chelgenn, sellit ouzh ar gartenn ama˝ (e liv gwer, kumunio¨ ar rann velestradurel Montroulez ; e ruz-sklaer, kumunio¨ an hini Vrest)  flŔche

 

2 - Heklev ar brezhoneg eus ar bloavezhio¨ tremenet : yezh ar bobl

Ar brezhoneg a son c'hoazh em divskouarn. Ar yezh, ur sonerezh dispar gant ur pouez-mouezh ken dudius. Ken talvoudus evit displega˝ menozio¨ ha skoulma˝ darempredo¨ gant an amezeien hag ar re all. Ken resis evit labour ar beizanted. Ken "brezhoneg" a-benn ar fin. C'hoant em eus da zisplega˝ deoc'h un nebeud istorio¨ evit ho lakaat d'e da˝va.

Buhez pemdeziek :

Un deiz, va moereb Marie (Doue d'he fardono) a zeuas d'hor gweladenni˝ betek an "ti-gard" e Pont-Krist (kroazhent-houarn niverenn 289, evel-just !). Ha setu, va mamm da c'houlenn diganti : "O ! Marie ! Penaos out deut ?" "Me 'zo deut ga' le car". Lakit ar pouez-mouezh war "deut" ha "car". Evel ho peus tro da welet ar c'homzo¨ 'zo a-wecho¨ livet gant gerio¨ galleg. En amzer-se ar c'harr-boutin a dremene e Pont-Krist a oa lakaet da vont en-dro gant ar gevredigezh SATOS, anavezet mat.

Rimadello¨ :

Istor ar c'hazh, hervez va mamm-gozh : Ar c'hazh a zo oc'h eva˝ laezh gant e deod ha ni a glevomp : "Lakaat, lakaat !" ha va mamm-gozh da lared : "N'eo ket 'lakaat, ginaoueg ! met 'dilamm emaout !"

Beilhadego¨ :

Da vare Nedeleg, e oa beilhadego¨ e tiez an amezeien, da bep hini e dro. An dra-se 'oa a-raok donedigezh ar skinwel. Gouzout a rit, ar benveg-se en eus che˝chet meur a dra e buhez an dud diwar ar maez. Setu gwechall, e-pad ar beilhadego¨-se an dud a c'hoarie domino, a gane e brezhoneg (Ja˝-Marie a gane ar gwella˝ tout), a gonte istorio¨. Un dudi ! Ha "drebi" hag eva˝ e veze graet ivez. Louis (Doue d'e bardono) a veze troet da lavar e dibenn e gomzo¨ d'e gendivizer : "Ha koumpren a rez ?" Met, p'en doa evet re a vanneo¨ bihan, e zeod a oa deut da veza˝ lezirek un tammig. Setu e tistage, ken ma c'helle (da vihana˝ e oa ar pezh a gomprenemp) : "Ha poumpa˝ 'rez ? Ha poumpa˝ 'rez ?" Hervezoc'h piv a boumpe ?

Lesanvio¨ :

Er vuhez pemdeziek, e-pad ar bloavezhio¨ 1950-1960, bez e oa lesanvio¨ brezhonek evel-just :

Met a-hend-all, e-barzh an diello¨ kozh, n'em eus kavet nemet unan e brezhoneg (Yves Jacobin, lesanvet "Ar Bihan", miliner e milin Vrezal e oa), ar re all 'oa e galleg : ar c'hoarezed de Kersauzon, da skouer, lesanvet "Sansonne" ha "Pouponne" (sellout izeloc'h) pe Jean Argouarch, lesanvet "La BrisÚe" (sellout ouzh ar bajenn "gwenaerezh Brezal").

Mallozhio¨ ha sakreo¨ :

Pep hini en doa e zoare da doui˝. Setu ama˝ skouerio¨ gant annezidi Pont-Krist (Doue d'o fardono). Evit Roger n'e oa nemet "O ! Tribledie !" ha Louis, p'en-doa kollet pasianted, a lare : "Mab ar c'hast ! Ko˝ !". Biskoazh ne doue va zad, met pa oa fuloret ne oa nemet "Ardo¨ tout" pe "Digaricho¨" ganta˝, ar gerio¨-se a dalveze mallozhio¨ evita˝. Va mamm-gozh a lare : "Non-de-di...stag", met ne oa ket ur ger fall, peogwir e oa distaget mat !

 

3 - Yezh an nobla˝s hag ar vourc'hizien

Daoust hag an nobla˝so¨ a gomze brezhoneg ? Abaoe pell ne oa ket, moarvat, o yezh voutin, troet ma vezent davet ar galleg. Met ret e oa dezho implij anezha˝ evit o darempredo¨ gant ar beizanted a laboure war o douaro¨.
 

Klaskomp, a-hed an istor, roudenno¨ eus implij ar brezhoneg e-touez hon tud-jentiled.
 

Da genta˝, e kavomp un danevell eus marv Mauricette de Brezal en he c'houent e Poitiers. Taget gant ur c'hle˝ved poanius, hag he war he zalaro¨, alies e lare e brezhoneg : "Gwerc"hez Vari, va skoazellit !'. Mervel a raio e 1617. Mauricette, ganet e 1584 e Gwiniventer, a oa merc'h da Guillaume de Brezal ha Jacquette du Louet de Coatjunval.
 

Lennit, ouzhpenn, ar bajenn a-zivout Marie du Coskaer hag an istor kontet gant Souvigny, letanant armeo¨ ar roue. Pedet eo bet ar varkizez a Vrezal d'ur "friko" kinniget gant ur beleg, da ge˝ver e oferenn genta˝. Ema˝ ouzh taol gant un niver bras a beizanted pedet ivez. E dibenn ar pred, ur bagad peizanted a zeu dirag ar varkizez da heti˝ dezhi "yec'hed mat". Daoust ha n'eo ket un arouez a darempredo¨ start etre an nobla˝s hag ar bobl. Sellit ivez, er memes pajenn, ouzh pezh en deus graet Marie du Coskaer evit peorien an dro-war-dro. Evit kaout seurt darempredo¨ gant an dud-se e oa ret dezhi brezhonega˝.
 

Goude marv Joseph de Brezal e dibenn 1734, ar varkizez, hag edo e Pariz d'ar poent-se, a gasas da Vrezal un den evit difenn he gwirio¨. Hennezh a oa e servij ar markiz hag ar varkizez abaoe meur a vloavezh, Guillaume Niel e anv. Genidik e oa eus parrez Le Val (Var), ne ouie ket ar brezhoneg, evel-just ! Ar poent-se a zo meneget war an teul renket dindan an niverenn ADIV C.3770. E darempredo¨ gant ar beizanted a oe spontus. Marteze peogwir ne oa ket brezhoneger. Un diforc'h, hep mar, gant aotrounez Brezal.

 

Daou-ugent vloaz bennak goude, Jean-Jacques-Claude, markiz de Kersauzon de Brezal ha Marie-RenÚe de Saisy de Kerampuil, a zegemere en o maner tud levezonet war dachenn ar varzhoniezh, evel an ebed de Boisbilly (2), de Querbeuf (3), de Pentrez (4) hag ar mezeg Jacques Savary (5). "E 1776, a skriv Miorcec de Kerdanet (e galleg), ne oa netra laouenoc'h eget beilhadego¨ Brezal. Bep nozh e veze graet aze barzhonego¨ brezhoneg ha galleg".
Ha komz a rae brezhoneg an holl-se ? Da vihana˝, sur omp eus an dra-ma˝ : an abad de Boisbilly en doa Geriadur Le Pelletier en e levraoueg (hervez Daniel Bernard). Lennit ivez "Mojenn lenn Brezal", savet gant de Boisbilly : aze ur skouer bihan eus implij ar brezhoneg.
 

Ur skouer all : D'ar 27 a viz Eost 1784, ar varkizez Marie JosŔphe Julienne de Montbourcher, plac'h markiz de Kersauson de Bresal, meneget a-us, a skriv ul lizher d'ar gontez du Laz. Echui˝ a ra ar varkizez he lizher evel-ma˝ e brezhoneg : " Quenaveso va mignones ques / O mignones ag o poupon ques ". (N.B. Ar varkizez 'oa lesanvet "Pouponne", tra ma oa he c'hoar, Marie Yvonne Guillemette, kontez de Tinteniac, lesanvet "Sansonne".)
 

Un dra ouzhpenn : pa vezer anvet "Kersaozon", diaes eo nac'h e orin evel brezhoneger. Ha sellit ouzh o ger-stur "Pred eo, pred e vo". Evit an tiegezh "de Brezal" e c'her-stur n'eo ket e brezhoneg, nag e galleg kennebeut, met e latin : "Spes mea Deus", "Doue eo va spi". Setu n'eus ket tu da zibenna˝ ar gudenn war ar poent-se.
Bez ez eus e-touez hon tud-jentiled, priedo¨ pe kerent tost da Vrezal, gerio¨-stur all e brezhoneg. Rodalvez de Coetivy : "Bepred !" ; De Kerazret : "Pa c'helli" ; De Nevet : "Perak ?" ; Du Coskaer : "Mat ha kaer" ; De Coatanscour : "A galon vat" ; De Cameru (Guillaume de Cameru, test e eured Joseph de Brezal ha Franšoise-Antoinette de MarniŔre hag e badeziant o daou vugel kenta˝) : "E-kichen rei˝ ema˝ ret kemer".

 

4 - Yezh an enbroidi

Bez e oa en hor bro, hag e Pont-Krist ivez, tud a oa deuet eus diavaez Breizh. Fellout a ra din komz eus ar re a laboure er vilin-baper war richer An Elorn. Ar re-se a zeue eus Bro-Normandi, ar genta˝ outo abaoe ar 17vet kantved da vihana˝. Pe yezh e komzent ? Moarvat e oant barrek da gaozeal brezhoneg dre ma oant kelc'hiet gant brezhonegerien. Met o darempredo¨ a oa pouezus, marteze startoc'h, gant ar re a brene o faper, da lared e', kenwerzherien eus Landerne pe Montroulez, un darn vat anezho gallegerien.

Un dra 'zo da lakaat war wel evit hol lennerien : tra ma veze roet un anv brezhoneg d'ar parkeier tro-war-dro da Bont-Krist (s.o. ar pennad a-zivout an diello¨ kozh izeloc'h), an tachenno¨-douar dindan dalc'h milin-baper Pont-Krist a zo bet roet dezho anvio¨ galleg (s.o. kadastr Gwiniventer savet e 1829). Me 'gred ez eo ur brouen eus padusted ar galleg evel yezh voutin an enbroidi-se.

 

5 - Ar brezhoneg en diello¨ kozh

Dibaot e veze implij ar brezhoneg er skrido¨ kozh. Ur wech em eus dizoloet ar meneg bihan "argorou" e-barz paper-dimezi˝ Jean Le Moyne de Kerfaven ha Margot de Brezal. Kavet em eus ur wech all, er renabl goude marv markiz Joseph de Brezal, ar gerio¨-se "un buffet garny de fil dorechal", d'am so˝j, "fil dorechal" a zo un distummadur eus ar brezhoneg "neud orjal".
 

Kavet em eus nemet galleg e kaiero¨ an iliz (Ganedigezhio¨, Euredo¨ ha Marvio¨). Un dra hag a zo un abeg a souezh evidon eo kaiero¨ ar fabliked : an dud-se a oa brezhoneg bemdez ganto ha pep diviz ar c'huzul-iliz zo skrivet e galleg.
 

An teulio¨ gant brezhoneg e-leizh a zo diello¨ ar c'hadastr ha renablo¨ kozh-kozh an douaro¨ perc'hennet gant an aotrounez. Aze 'z-eus ur binvidigezh a zo pouezus disac'ha˝ anezhi e-ke˝ver meur a glaskadenn. Roet em eus ur skouer vihan e pajenno¨ a-zivout ar pesketaerezh pe diwar-benn al lec'hio¨ en-dro da Bont-Krist.
Dastumet em eus, war ar c'hadastr, anvio¨ an holl tachenno¨ a zo tro-dro da Bont-Krist, studiet em eus war-dro 2.000 tachenn. War al lec'hienn-ma˝ am eus lakaet roll an anvio¨ pouezusa˝, ar re a c'hell deski˝ deomp trao¨ a denn ouzh istor hor c'hŕriadenn vihan, sellit ama˝ ouzh an tachenno¨-douar.

 

6 - Geriadur Brezal

En e studio¨ war ar brezhoneg (6), meneg a ra Emile Ernault eus un dornskrid anvet "Geriadur Brezal", ur geriadur brezhoneg. Teir gwech, da vihana˝, ema˝ meneget ganta˝. Peseurt geriadur eo ? Skrivet gant piv ? Ha pegoulz ? Kredi˝ a ran ez eus enna˝ gerio¨ teknikel ar micherio¨. Ret e vo furchal evit gouzout hiroc'h.

Ha skrivet eo bet an oberenn-se e kastell Brezal pe dizoloet er c'hastell ? Petra bennak e vefe ar respont, ez eo ur brouenn all eus implij ar brezhoneg gant an dud-jentil pe ar vourc'hizien.

Hervez Gwenole Ar Menn ar geriadur 'zo bet savet gant J.M. Le Thomas e 1814. Piv 'oa an den-ma˝ ? Klasko¨ 'zo da ober. Kollet eo bet al lodenn Brezhoneg-Galleg, ne chom nemet al lodenn Galleg-Brezhoneg.

War ar seblant, e 1912, adskrivet en-deus Fra˝sez VallÚe ar geriadur betek al lizherenn "P". Pep ger 'zo displeget war teir c'holonenn : e galleg da genta˝ ha da c'houde div droidigezh, unan gant "Breuriezh Vreizh" (BV), an eil gant an abad Caer (7), person Gouezeg (Cr), hag a-wecho¨ displegadurio¨ skrivet gant an aozer. E penn diwezha˝ an dornskrid e-ma˝ un destenn a 60 pajenn (e brezhoneg) tennet eus ar c'helc'hgelaouenn "Association Bretonne". Bez ez-zeus er peder fajenn diwezha˝ notenno¨ Fra˝sez VallÚe e-unan. (mammenn : gwerzhidigezh an dornskrid war ar genrouedad).

Setu 'pezh a skriven e 2014. Brema˝, e 2015, goude beza˝ furchet mat, em eus kavet 'pezh a glasken hag em eus savet ur bajenn nevez diwar-benn ar geriadur-se.

 

7 - Ar yezh keltiek a-raok ar brezhoneg

brikennPellaat a reomp ama˝, un tammig, diouzh hor poelladenn genta˝, rak ne gomzimp ket eus ar brezhoneg. Pouezus eo memes tra menegi˝ an titouro¨ bihan kavet e war-droio¨ Pont-Krist diwar-benn ar yezh komzet a-raok hor yezh-ni, da lared e', e dero¨ hor oadvezh.

 

Gwechall-gozh-gozh, e oa, war ribl an hent galian a dremen dre Bont-Krist, e-kichen Bali Kloastr, ur "vila" a orin gall-ha-roman, gant ur pennti evit en em gibella˝, "termo¨" 'veze laret. Savet eo bet an tiez-se war-dro ar bloavezhio¨ 60-80 goude Jezuz-Krist. Er c'hantved tremenet, e 1971-72 evit lared mat, klasko¨ 'zo bet graet war al lec'hienn ha kavet e oe ur vrikenn wenn torret gant engravadurio¨ warni. Bez ez-eus, war ar seblant, div destenn : "DODIR CCLXI" ha "CUNI LXXXIII / APITI LXXXVI MAM CLXXXIIII X X X".

 

Evit ar chaloni Falc'hun ar ger "dodir" a zo he˝vel ouzh an anv-verb kembraek dodi (= lakaat) en tu-gouza˝v pe en e stumm dibersonel. So˝jal a ra e talv "lakaat a raer". An dibenn "r" a zo c'hoazh buhezek-tre e brezhoneg. Ar gerio¨ all a zo anvio¨-kadarn lies e tro-envel gant un "i" en dibenn, implijet c'hoazh e brezhoneg, met aet da goll en bro-Gembre.

Ha gellout a reomp mont da gredi˝ e oa ar yezh komzet en Arvorig, war-dro 200 goude Jezuz-Krist, tost d'ar c'hembraeg pe d'ar c'herneveg an amzer-se. An dizoloadenn-se a zo pouezus evit ar goulenn-ma˝ : "Daoust hag ar brezhoneg a zo ur yezh keltiek enbroet pe ur yezh c'halian miret ?" (sellout ouzh BSAF 1972 - RenÚ Sanquer : La Roche-Maurice, Valy-Cloistre). Anavezet-mat eo menoz Franšois Falc'hun war ar poent-ma˝.

 

 

Gouel "Al Liamm" e Kastell Brezal

 

Ul lec'h meur eo Kastell Brezal e-ke˝ver ar brezhoneg, e gwirionez. Gwelet en deus derou krouidigezh "geriadur Brezal" (gw. uheloc'h) met gwelet en deus ivez ar gouel lidet evit 50 vloaz ar gelaouenn Al Liamm d'ar 6 a viz Mae 1995. Setu ama˝ ar pennad embannet, da heul an darvoud-se, e niverenn 290/291 ar gelaouenn.

 

Gouel Al Liamm Tir Na N-og e Brest hag e Kastell Brezal

 

Al LiammD'an dri a viz Mae 1995 e oa bet staliet diskouezadeg Al Liamm Tir Na N-Og e ti Sked e Brest (straed Dugay-Trouin). Dek panell a vent bras o tisplega˝ dre ar munud petra eo bet istor Al Liamm a-dal ar penn kenta˝ (1945) betek an deiz a hiziv. Kement hini a ra war-dro ul levraoueg, ur staj pe ur gevredigezh a c'hello ampresti˝ ar pannello¨-se ma teu c'hoant dezho kelaoui˝ an dud war istor ar gelaouenn hag an embannadurio¨.

 

D'ar sadorn 6 a viz Mae e voe bodet un toullad bras a vignoned e ti-kŕr Brest ha degemeret e voen gant Jean Guegueniat, kuzulier karget eus ar sevenadur. En e brezegenn, e brezhoneg penn-da-benn, en deus Jean Guegueniat meulet rener ar gelaouenn hag e genlabourerien evit o dalc'husted, o fennegezh hag o youl da rei˝ d'ar brezhoneg, d'al lennegezh o flas war an dachenn etrevroadel. "Hiziv an deiz pa 'z eus kemend-all a vugale, a grennarded skoliatet e brezhoneg e rank ar Vretoned kaout ul lennegezh a-zoare", eme J. Guegueniat. Roet eo bet medalenn kŕr Vrest da Ronan Huon. Rener Al Liamm en deus komzet e brezhoneg hag e galleg. Laouen e vefe o welet muioc'h a dud yaouank ampart war ar yezh o tont da skoazella˝ skipailh Al Liamm rak dreist ar bloavezhio¨ 2000 e ranker mont ! Deuet e oa ivez skipailh skinwel FR3 da filma˝ an darvoud.

 

Úcuries du chÔteau aujourd'hui transformÚes en restaurantDa greisteiz hanter e voe bodet ur c'hant a dud e marchosio¨ renevezet (gant an Aotrou Gourlaouen e-unan) Kastell Brezal. (Ur c'hant a dud n'eo ket kalz pa ouezer ez eus tost da 800 koumananter d'ar gelaouenn !) Dre c'hrad ar berzhidi avat e voe plijadurus an aergelc'h. Glas sin an oabl, hinon klouar war liorzh ar c'hastell ha laouen an dud pa oa bet kinniget dezho ur banne digor-kalon er-maez e goudor un deltenn vras. E-doug ar pred (mat-kaer e oa ar boued) e voe degaset ur pezh mell wastellenn deiz-ha-bloaz er sal. Pennado¨ kaoz berr a zo bet gant Ronan Huon ha Per ar Bihan. Kanaouenno¨ a zo bet ivez Gant Youenn Gwzenig, Andrea ar Gouilh, Vefa Gwenegan ha Christian Desbordes, Mona Jaouen, Yann Puilhandre had e gomper (evit ar c'han ha diskan) ha tud all e-touez ar gouvidi (A. Renault, Y. Desbordes, Riwal Huon ha M.S. ar C'hoz...). Trugarez dezho holl evit bout degaset c'hoarzh ha kan e-pad an abardaez. Alan Stivell ha ne oa ket evit dont en deus kaset un Fax en deiz-se. Trugarez dezha˝ ivez. Skipailh FR3 Brest ha Bernez Rouz a oa deuet da filma˝ e Brezal ivez. Ur gouel a seurt-se en deus degaset un tamm frealz d'ar re o-deus strivet ha stourmet e-pad hanter kant vloaz hep damant ouzh o foan !

 

Notenno¨

 

  1. Trugarez da Vikael Madeg.
  2. Jean-Jacques Archibald PROVOST de la BOUEXIERE de BOISBILLY, abad ha barzh, ganet e Montroulez e 1736, marvet e Kemper e 1786 (s.o. Buhezskrid Breizhat gant P. Levot).
  3. Yves-Marie-Mathurin de QUERBEUF, abad ha skrivagner, ganet e Landerne d'an 3 a viz Genver 1726, marvet marteze e 1799 (s.o. ibidem).
  4. Charles du COSQUER de PENTREZ, abad, ganet d'an 19 a viz Ebrel 1726 e Brest (St-Loeiz), marvet d'an 12 a viz Gouere 1802 e Dirinonn (Leskivit).
  5. Jacques SAVARY, doktor war ar vezegiezh eus skol-veur Pariz, eil mezeg ar roue e Brest, marvet d'ar 5 a viz Eost 1768 e Brest (St-Loeiz).
  6. Emile Ernault : Notes d'Útymologie bretonne s.o. Annales de Bretagne - 1902-1903-1905.
  7. Guy-Marie Caer, ganet e Plouenan, person Gouezeg etre 1882 ha 1910. Person Ar Roc'h e oe ivez etre 1878 ha 1882, setu ma rae war-dro Pont-Krist d'ar poent-se (s.o tud a iliz er Roc'h).

G.S. - N'on ket boas da skriva˝ e brezhoneg hag, hep mar ebet, 'm eus graet un nebeud fazio¨, pe skrivet frazenno¨ 'zo en ur mod re dost d'ar galleg.
Me ho ped, ho reizhadurio¨ pe ho tiskleriadurio¨ a vo pouezus din. Trugarez deoc'h !



logo AndrÚ Croguennec
 A. Krogenneg - Pajenn krouet d'an 8/2/2013, adnevezet d'ar 18/9/2015.